KELC’H STUDI BUHEZ HA BRO (e brezhoneg).

logo ksbbE meur a amzer e-pad o istor o deus ranket an holl bobloù sevel o mouezhioù evit gallout derc’hel da vout. Un touell eo krediñ e c’hallfe ur bobl tapout bezañ anavet dre wir ha kaout he frankiz e stern Bonreizh ur vro all. A bouez bras eo an dra-se hag a viskoazh en deus lakaet ar melestradur trevadennel e holl varregezhioù, ken milourel ken kefredel, da dalvezout evit diazezañ e veli. Hep frankiz politikel n’eus ket tu da vleuniañ. Erru eo poent kinnig d’an holl bobloù « toullbac’het » kemer o luz war o chouk, kefleuniañ o-unan o diorroadur, diogelañ o youl da vevañ hervez o zalvoudegezhioù broadel ha dinac’h ar reizhiadoù bras digenel ha digig. Gant-se ez eo deuet keal ar pobloù-mammvroioù, ledanaet da Europa ha d’ar bed, da vezañ dae istorek gwirion ar c’hantved-mañ, dae ur sevenadurezh savet war ur sichenn genelek nerzhus. Gouzout a ouzomp penaos stumm uhellañ ar politikerezh hag an emgefleuniañ evit pep hini zo servijout anien e bobl, stourm dibaouez evit he difenn, he gwellaat ha kas he zalvoudegezhioù war-raok. Da lavarout eo, dre ur stourm ha na vo fin ebet dezhañ, treuzkas ar gwarez anezhi d’ar remziadoù da zont. Bezañ gouest d’en em gannañ eo ar frankiz pouezusañ !

Setu perak, diwar lusk un toulladig tud gouestlet da zifenn frankizioù Breizh, ez eus bet dinodet ur c’helc’h studi ha prederi. Ar c’helc’h-mañ, anvet Kelc’h Studi « Buhez ha Bro », a ya d’ober anezhañ paotred ha merc’hed, disheñvel a-wechoù o letennoù pe o menoioù, met a zo fin a-walc’h da lakaat boutin o frederiadennoù, a-benn difenn breud ar pobloù bet lamet o gwirioù diganto. N’eo ket ar c’helc’h-mañ ur strollad politikel met mennet eo koulskoude da gemer perzh en dael bolitikel, dreist-holl evit ar pezh a sell stourm dieubidigezh vroadel ar pobloù europat gwasket dindan beli an trevadennerezh. C’hoant en deus Kelc’h Studi « Buhez ha Bro » da wareziñ e zishualded, e frankiz soñjal hag ober, en ur chom digor evit kenlabourat davet palioù heñvel ha kej. Ne lavar ket ar c’helc’h kregiñ, eus ur penn d’egile, e kudennadur mennozh an dieubidigezh vroadel pe hini an dishualded, met strivañ a ray da genlabourat warnañ, e kement hag e vo barrek d’hen ober, sklerijennet gant ar skiant bet prenet diwar an taolioù-arnod a zo bet graet evit dieubiñ pobloù zo en Europa. Al labourioù a c’hoanta ar c’helc’h kas da benn a vo labourioù sirius ha digor d’an holl. N’eus ket anv amañ da filozofiañ e-ser filozofiañ, pe da gavout ebad en ur skrivañ. Ar skridoù embannet a vo diouzh ar gwellañ met aes a-walc’h da gompren d’an holl. Skignet e vo al labourioù hag ar prederiadennoù ar frankañ ma vo gallet ober ha kinniget d’ar muiañ posubl a dud, dezho d’o friziañ ha d’o burutellañ. Setu pal KSBB. Embannet e vo ar skridoù diouzh emdroadur geopolitikel Europa, diouzh tonkad ar pobloù a vez gwasket gant an estren pe ar re o deus gounezet, goude bloavezhioù hir a stourm, poanius a-wechoù, an evurusted o vevañ a-benn ar fin ur vuhez vroadel wirion. Anat eo e vo anv kentañ-wellañ eus pobl Vreizh, eus ar stourm hir ha start he deus kaset, a-benn dont da vezañ ur vroad dishual, da c’hortoz gourazvent ur wir Republik vrezhon.

A-hend-all emañ KSBB a-du gant un ervad meizañ dieub ha disrann evit ma vo gwelet en e holl labourioù ur spered-stourm, en ur gas da sutal dalc’hidi an unpreder, pergen en ur addanzen ur c’heriaoueg yac’h, pell diouzh ar « yod-gerioù » omp rediet da lonkañ evit ar mare.

Partagez sur les réseaux soxiaux !
  • Froud

    Perag n’en emzav ked an emzao?
    Perag ne gaozeit brezoneg?
    Perag e paeit impojou d’ar jakobined?
    Perag e sentit ouz ar beg-e-dok?
    Perag ar gwenn-ha-du e-leh ar groaz du?
    Perag e skrivit « Breizh » pa vez distaged « Breiz » gand an oll vrezonegerien? (nameid é Brou Guéned é-mén é larer « bertagn » berped)
    Perag e votit d’ar votadegou gall?
    Perag e kerzit diarm?

    Red ‘vo dastumm, Bretoned
    tohad ar brezel.
    Eost du ar re ‘vo daoned
    eo treh Breiz-Izel…

  • Froud

    KaSBoñBoñ eun tammig e riskl an dra ze da veza ‘m-eus aoun…