DIVYEZHEGEZH ER POST : « KOMZOÙ A BOSTERIEN »…

la-poste1Oberennoù diwezhañ ar gevredigezh Ai’ta, e sell da gas war-raok an divyezhegezh e tier-post Breizh, a lak war wel an diouer a youl, hag an enebiezh krenn zoken, eus un unsavadur ar servij publik e-keñver ar brezhoneg e Breizh.

Koulskoude n’eo ket atav ar Post a-enep d’an divyezhegezh. D’ar 25 a viz Du, dindan an titl La Poste essaie de lutter contre les préjugés, La Nouvelle République en doa roet da c’houzout d’he lennerien ez eus tu, dindan stern an oberiadenn graet « komzoù a bosterien » anezhi, kavout ur « guzulierez divyezhzek » en unan eus tier-Post Blois. Ouzhpenn se ez eo bet lakaet panneloù divyezhek arabeg-galleg evit degemer pratikoù a orin estren hag o deus kavet gwelloc’h, dre choaz pe dre ziouer a youl, chom hep deskiñ « yezh Molière ».

Evit ar Post e vefe an arabeg reizh e Blois o kas gantañ ur c’hresk talvoudegezh e servij ar pratikoù.
Padal n’eo ket an hevelep pozioù evit ar brezhoneg e Breizh
: hennezh a vefe da vezañ skarzhet. Arabat goueliañ ar fedoù, pouezh ar gumuniezhoù estren e kêrioù Frañs an hini eo a zegas doareoù hegarat an ti-post en o geñver. E Breizh, avat, keit ha ma ne vezo ket harpet an divyezhegezh, c’hoantaet gant al lodenn vrasañ eus ar Vrezhoned, gant ur mor a dud ne blego ket ar Post.

Peogwir eo en arvar ur yezh ha n’eus ket ken anezhi er vuhez foran e kej Adsav!, Strollad Pobl Vreizh, gant arc’hadurioù Ai’ta a-zivout an divyezhegezh en tier-post. Fellout a ra da Adsav! e vefe teurel ar bec’h war ar Post evit ma vefe lakaet panelloù divyezhek galleg-brezhoneg e tier-post Breizh.

Goulennet e vez ganeomp ivez e vefe lakaet da zalvezout e Breizh dizale an oberiadenn « komzoù a bosterien » a zo he fal « diskouez penaos e vez roet d’ar brasañ niver ur servij evezhiekoc’h hag hinienneloc’h bemdez ». Azgoulenn a ra Adsav!, Strollad Pobl Vreizh, ivez ma teufe an implijidi o komz brezhoneg da vezañ un dra ouzhpenn er servij roet d’ar pratikoù a fell dezho kas da benn o difraeoù en o yezh dre ziskleriañ an implijidi-se gant ur badj .

Hep brezhoneg, Breizh ebet !

(1) Lec’hienn ar gevredigezh Ai’ta : http://ai.ta.free.fr
(2) http://www.lanouvellerepublique.fr/loir-et-cher/ACTUALITE/Infos-Departementales/La-Poste-essaie-delutter- contre-les-prejuges

la-poste-a-guy-mocquet1

Partagez sur les réseaux soxiaux !