Face à la crise Le Drian dépense

Face à la crise M. Le Drian a prévu toute une série de dépenses publiques. Avec notamment la mise en chantier de gros travaux de rénovation dans les lycées, l’extension et la rénovation des ports bretons, le démarrage de la construction du FRAC de Rennes ou encore l’activation d’actions en faveur des économies d’énergie. « Nous accompagnerons tous les projets en ce domaine » a-t-il insisté. L’agriculture n’est pas oubliée et les aides pour la modernisation des bâtiments d’élevage – mise aux normes et toujours économie d’énergie se monteront à 1 million d’euros « montant qui pourra être revu à la hausse » a-t-il assuré. Des fonds seront également alloués – 1,5 million € – pour la rénovation du parc hôtelier. En direction des PME et en partenariat avec OSEO le fond régional de garantie se fera doté de 12 M € supplémentaire.

Reste à savoir si tous ces grands projets aboutiront à autre chose qu’à alourdir la dette!

Source: ABP

Partagez sur les réseaux soxiaux !
  • gwezenn

    Avec une dette publique de près de 400 millions d’euros soit environ 1500 euro par habitant ( rapport fin 2002…) la ville de Nantes creuse son déficit et celui de ses habitants mais c’est « pas grave » le système continuera ainsi de tourner ( dans le vide ! ).

  • TILLENON

    Istor an Emsav a grog gant stagidigezh Breizh ouzh Bro-C’hall. Ezhomm hon eus da gompren an darvoud ez eo bet ar Stagidigezh evit kompren end-eeun an darvoud ez eo an Emsav. Kompren ar stagidigezh hon degas da studiañ amzerioù koshañ ar vro ha kavout er morad a zarvoudoù o deus graet buhez Breizhiz er mare-se ar re a ziskouez al lec’h a gemer an Emsav en Istor.
    Hep mont marteze betek ar Gelted kozh hon eus ezhomm gouzout ez eus bet e Breizh e-pad ar rouantelezh ur vuhez virvidik ; bevañ a rae pobl Vreizh gant ur stuzegezh azas outihag ouzh hec’h amzer. Ar frammoù politikel, ar frammoù kevredigezhel pe meradurel, da skouer, hag ar vuhez krouet dre ar frammoù-se a glote kenetrezo ; kempouez kevredadel gwirion a rene er Stad Vrezhon.
    Heñvel ouzh ur patrom stuzegezhel eo ur Stad : emañ he stummoù oc’h emdreiñ gant an amzer dre vastañ da ezhommoù nevez ar bobl, o klotañ gant speredegezh hogos difiñv ar bobl-se. Pa lavaromp bremañ e fell deomp sevel ur Stad Vrezhon e fell deomp lavarout ez omp mennet da sevel ar frammoù a aotreo da bobl Vreizh krouiñ en-dro ur bed dezhi a vo bed brezhon an 20t kantved.
    Stagidigezh Breizh ouzh Bro-C’hall zo distrujidigezh ar Stad Vrezhon, sujidigezh hor pobl d’unan all. Heuliadoù ar Stagidigezh a gaver war an dachenn bolitikel, eleze an tachennoù kevredigezhel, armerzhel, bredoniel, h.a.. Evelkent, mard eus bet anezhi un troc’h e buhez ar Vrezhoned, n’he deus ket ar Stagidigezh miret ouzh ur bern elfennoù a rae buhez pe zivuhez ar bobl vrezhon a verkañ hec’h emzalc’h meur a gantved goude.
    Splann eo evit an armerzh pa gendalc’h er 16t ha 17t kantved war al lañs kemeret e-pad an Dugelezh. Lakaet er-maez prantad ar brezelioù a relijion ez eo pinvidik ar vro. An embregerion vrezhon a zalc’h da bleustriñ ar marc’hadoù anavezet abaoe pell, hogen tamm-ha-tamm e weler o paotaat an embregerion estren er porzhioù brasañ, Sant-Malou ha Naoned da skouer. N’eo ket hepken al lezennoù gall hag ar brezelioù renet gant Frañs ouzh arvalion ar c’henwerzh brezhon eo a zistrujas armerzh Breizh. Digasted, diintrudu hag abafted an embregerion vrezhon eo ivez.
    An hevelep arbenn zo d’an drouziwezh armerzhel ha d’an drouziwezh politikel. Da gentañ o deus Breizhiz distaolet o rezid politikel, asantet bezañ sujet d’ur galloud estren. E-se o deus kredet bezañ disammet eus an emell da wareziñ o buhez. Ar peoc’h e voe an arguzenn vras a-du gant ar Stagidigezh : tu ebet ne ve evit Breizh da chom dieub hep ma savfe brezel gant Frañs, hag ar brezel a vije bet marv ar vro. Breizhiz ne gredent ket ken e oant barrek da vevañ o-unan. Gwerzhet o deus o bro gant ar spi da chom bev.