Breton dalc’h soñj! Breton souviens-toi!

Jacques Le Maho a zo aet da anaon.

Genidik a Naoned, ganet e 1925 ha marvet e Chinon d’al lun 30 a viz ebrel 2012.

Bet ezel d’eus ar Strollad Vroadel Breton ha d’eus ar Bagadoù-Stourm klasad 1943 « Padraig Pearse ». Kemeret en d’eus perzh er Rezistañs e departamant an Deux-Sèvres, emezelet en devoa ivez e kentañ arme ar Jeneral de Lattre de Tassigny. Bet eo bet enoret gant kroaz ar brezel 1939-1945, gant ar vedalenn soudardel ha gant al Légion d’honneur a-fed soudard. Kemeret en d’eus bet perzh goude kement-mañ en Talbenn Dieubidigezh Vreizh – Arme Republikan Breizhat, barnet eo bet dirak kambr-barn surentez ar stad C’hall e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970. Kenderc’hel a reas gant ar stourm dre bezañ kenaozer an S.P.V ha dre ren ar gelaouenn daouviziek « Gwenn-ha-Du » d’eus 1977 betek ar bloavezh 2007. Bet en d’eus kaset da benn ivez ur vuhez labour ampart en S.N.C.F.

Décès de Jacques Le Maho

Jacques Le Maho né à Nantes en 1925, décédé à Chinon le 30 avril 2012.

Membre du Parti National Breton et des Bagadoù Stourm, promotion 1943 « Padraig Pearse », il prend part à la Résistance dans le département des Deux-Sèvres. Engagé dans la 1ère Armée du général de Lattre de Tassigny. Décoré de la Croix de Guerre 1939- 1945, Médaillé militaire, titulaire de la Légion d’honneur à titre militaire. Il prend ensuite part au  Front de Libération de la Bretagne – Armée Républicaine Bretonne, jugé par la Cour de Sûreté de l’État au début des années 1970. Jacques Le Maho continue pourtant le combat breton en étant co-fondateur du parti S.P.V et en assumant la direction de la publication bimestriel « Gwenn ha Du » de 1977 à 2007. Enfin il a mené une carrière exemplaire à la SNCF.

Jacques Le Maho est décédé le lundi 30 avril en son domicile à Chinon et ses obsèques ont eu lieu samedi 5 mai 2012 en l’Eglise Saint-Maurice de Chinon.

Ra vezo skañv an douar evitañ. Bretoned dalc’homp soñj!

Partagez sur les réseaux soxiaux !
  • Va zad kozh apotiker, « Yves » oa eus an tu kleiz, sokialour gant Emil Masson. Bet eo bet er c’hentañ PNB e 1911, e Breiz atao hag en eil PNB er bloavezhioù 1940. Marv eo e 1943. A-du e oa gant an Alamaned.

    Va zad « Pierre », e vab, oa eus an tu dehou. Bet eo bet roueelour ha gaolour, FFI e Laniliz adal 1943, da 19 vloaz !…

    « Jean », e vreur henañ oa en Alamagn. Lazhet eo bet gant an Amerikaned e genver 1945. « Guy », an eil breur, oa kentoc’h war gostez ar « Marichal » !… Va mamm, i, a laboure en Alamagn e-pad ar brezel !…

    Da’m soñj, ar pep pouezhusañ zo kemer perzh e c’hoari ar brezel, forzh peseurt tu a zo kemeret !

    An heni zo trec’h zo atao, forzh penaos, ar gwir gantañ, an tu mat ! An heni faezhet zo bepred an torfedour an heni fall !…

    Tud’zo, evel va zad, eus « Breiz Atao » hag all… o deus en em gavet a-du gant René Pleven ha De Gaulle er strollad broadelour « Sao Breiz » e Londres.

    Krediñ a raent e vije bet roet he Frankiz da Vreizh gant De Gaulle, trec’h, goude ar brezel !!!…

    Trubardet int bet, eveljust. Hunvreal a raent !…René Pleven zo chomet neuze, gant De Gaulle evit en em veñjiñ.

    Ur wezh m’eo bet er gouarnamant evel maodiern ar justis en deus lakaet da dremen lezenn 1972 a-enep da’r ouennelouriezh!…

    Bremañ, pep broadelouriezh e Frañs zo « gouennelourieh ». Kablus en em gav pep « rezistañs » nevez !

    Setu penaos en deus graet René Pleven, a-raok mervel, evit lakaat ar Stad c’hall da vezañ distrujet tamm-ha-tamm !!!…

    Fentus eo an istor !…Ha n’eo ket eñ a zo bet an heni efedusañ, betekhen, en istor an Emsav ?…

  • Breur ar c’hoad

    Choazoù hiniennel evel ma lârez… Neoazh ne gavan ket hennezh gwall boellek e-keñver ar vroadelouriezh. Politikeloc’h e oa marteze a-walc’h (bout eus kostez ar re a vefe trec’h a-benn nebeut). Ur maread luziet a-walc’h eo bet hini an Eil Brezel Bed (pehini n’eo ket avat?). A-hend-all, « France’s difficulties are Britanny/Breizh’s opportunies » a zlefe bepred bout ger-stur ar vroadelourion a gav din (hervez ar skwer roet gant Iwerzhoniz pe reoù all).

    ‘Fin… Ra vevo an aotrou ar Maho e peoc’h er bed all! Deomp eo da « c’hoari » bremañ!

  • Dao ha dao!

    Demat,
    D’am soñj ‘vel ar strollad « Liberté » e kostez Sant-Nazer tremenet d’eus ar bagadoù-stourm d’ar Rezistañs C’hall e 1943. Ar pal a zo bet skarzhañ an Alamanted ‘maezh d’eus Breizh ha goude-se adblantañ ar stourm war ar Frañs. Choazoù hiniennel-tre a zo bet graet mare-se gant ar gasoni enep-Alaman hag ar « vreudeuriezh » gant ar C’hembraiz, ar Skosiz hag ar Saozon o kemer ur plas bras war choazoù stourmerien an Emsav.

    http://credibsantnazer.hautetfort.com/archives/category/histoire/index-6.html/
    http://fr.wikipedia.org/wiki/Groupe_Libert%C3%A9_de_Saint-Nazaire

  • Breur ar c’hoad

    Me n’em boa ket anavezet an aotrou ar Maho. N’em eus morse bet tro d’her gwelet ha n’ouien ket piv e oa zoken. Hogen ma fazenn gentañ davet an Emzav a zo bet lennadenn e gelaouenn hag am eus lennet ingal kent mont e darempred gant saverion Adsav!. Dav eo din anzav avat e kave din e oa blaz ar c’hozh ganti ken a-fet endalc’had hag a-fet stumm.

    Ur goulenn a sav ennon: perak ‘ta en doa stourmet e-touesk « paotred ar strouezh »??? Diaes eo din kompren penaos e c’heller tremen eus an SBB d’an tri-liv… evit distreiñ d’ar stourm evit ar vro war-lerc’h! N’eo ket un dagadenn, n’em eus ket graet (c’hoazh) kement hag eñ evit ar vro.

  • Anavezet mat ‘m’eus « JAM » (Jakez Ar Maho). JAM a raen anezhañ pa zeue d’hon gweladenniñ e Kêrvreizh gwezh an amzer. Dont a rae ingal eus Chinon, dreistholl evit staliañ e gelaouenn vroadelour « Gwenn Ha Du ». E gelaouenn oa e gwerzh el levrdi « Breizh », rue du Maine, e Montparnasse. Eveljust, « JAM » oa un dudenn iskis evel an holl vroadelourion eus an Emsav bet ganet er bloavezhioù 1920 ha chomet stag ouzh o uhelvennad, daoust da bep tra…

    Ur paotr-tre ha sirius e oa. Ur brezelour jentil ha speredek en doa komprenet mat pouezh ramzel yezh an Emsav evit sevel ur Stad Vrezhon. Un den kalonek kenañ eo bet a-viskoazh o sammañ e-unan penn ul labour embann poanius. Brudet e oa evel un den a enor a ouie en em zerc’hel mat. Ar paotr-se ne gomze ket evit netra !…

    Prouet en deus « JAM » an dra-se p’en deus en em gavet paket gant ar fliked da geñver an FLB… Ra vo degemeret mat war an tu-all evel ma tle bezañ degemeret an holl stourmerion, harozed anezho. Seurt marc’heion zo chomet feleun da Vreizh, o eorizh a-hed o buhez, an eorizh-se usvedel o deus bet ar chañs da dizhout gant o spered uhelaet a-uc’h da’r « Bretagne » danvezel gallekaet.

    Seurt stourmerion feal zo awenet gant galloudoù doueel. Degas a reont dibaouez bleunienn skedus gwriziennet e kaerder hon hennamzer hengounel. Setu perak e chomont patromoù a nerzhoù seder, difrom gant ar skouer o tridal en o ene. E herder en em ziazeze war ur roueelezh speredel. Dougen a rae didrouz, en e galon, siell an Emsav evit sevel « Breizh ».

    JAM zo bet un trec’hour e klod an heol gant e vousc’hoarzh sklaer ha laouen. Lezel a ra war e lec’h eñvor ar re a c’hortoz an nevez-amzer evit treuziñ da vat ar stêr veur. Se, evit lezel an test da’r re yaouank a rank kenderc’hel war an hent. Kevarc’h dit brezelour breurel. Bennozh da dud eveldout e vo fonnus an eost deiz pe zeiz !

  • Ur skouer vat evit e Vro ! Kas a ran d’e re , d’e vugale , d’e diegezh va c’hourc’hemennoù a genganv ! Pedomp evitan !
    DAN AR WERN

  • Kenavo Jakez stourmer kalonek ha mignon feal.

  • Kawalon

    Doue da bardono d’an anaon.

  • Dao ha dao!

    Ur wir stourmer, chomet dianav betek-re siwazh. Enor d’e lealded d’hor vro santel Breizh! Dalc’homp mat war roudoù an araokerien!

  • SCHWANK

    Bon repos, Jacques, au Pays des Guerriers. Je garde un bon souvenir de nos discussions, meme si nous n’étions pas toujours d’accord. BREIZ ATAO !