Kan broadel Breizh « Bro Gozh Ma Zadoù » e Roazhon

Gourfenn Kib mell-droad Frañs a vo d’ar Sadorn 9 a viz Mae 2009 e Stad Bro-C’hall gant skipailhoù Roazhon ha Gwengamp. A-benn harpañ ar c’hoarierien e pedomp ac’hanoc’h da zont da bleustriñ kan broadel Breizh « Bro Gozh Ma Zadoù » . Adalek al Lun 4 a viz Mae betek ar Gwener 8 a viz Mae da 7e noz. Plasenn Breujoù Breizh e Roazhon

Pleustradeg bemnoz da 7e : emgav 8 straed Hoche (ti Skeudenn bro Roazhon)

Deuit niverus !

A galon,

Skipailh Skeudenn Bro Roazhon

02 99 30 06 87

Partagez sur les réseaux soxiaux !
  • Frederig

    Gwir eo

  • Debrer-Frañs

    Ne vern… Ne ran foeltr, ne blij ket din ar vell-droad tamm ebet. Ar pezh a gont eo reiñ lorc’h d’ ar Vretoned. Kanet e vo ar Bro Gozh… N’ eo ket an dispac’h c’hoazh -pell alese !-, met se a dorro revr ar jakobined. En amzer zo o ren, n’ eo ket fall dija.

  • Brenn

    Roazhon pe Gwengamp ?

    N’eus forzh penaos … Bevet Breizh !